Pak Ganedigezh
Er pak ganedigezh e kavot ur justenn, ur pladenn « Loened Fur ha Foll » gant Morwenn Le Normand ha Roland Conq hag ur Pegsun « babig e-barzh ».
Ur pak ganedigezh a ginnigomp deoc’h evit ar babigoù nevez ganet, e-barzh e c’hellot kavout
– ur justenn e danvez bio Dousig » Brezhoneger / ez a-vihanik » treset ha moullet e breizh
– ur pladenn Morwenn Le Normand ha Roland Conq, « Loened fur ha foll », sinet gant Morwenn Le Normand, 15 ganaouenn a kont deomp istor loened fur ha foll, plijout a raio d’an holl er familh, un nebeut re a c’hell bezañ dañset, produet e Breizh, gant Coop Breizh
– ur pegsun « babig e-barzh » a c’hello bezañ lakaet war oto ar familh.
En ur prenañ ar pak, un distaol 10% vez graet deoc’h war ar produioù a zo e-barzh.
Listenn kanaouennoù ar pladenn: Roc’h dous al loened, Job an Tog, Pemp Loen bihan, ar c’hi du, Goulou Gili, Son ar pemoc’h, Peudi Peude, Imor ar c’hazh, Skotich al loened, Son al lapin, Deomp da zañsal ! , An distro, Ken vil ha lous! , Porzh-yer, Roc’h dous al loened
Degas
War-lerc’h bezañ kadarnaet hoc’h urzhiad, Mignoned ar brezhoneg a gaso d’an ti-post an holl produioù urzhiadet ganeoc’h dindan 72 eurvezh oberet – Gwelout an divizoù hollek gwerzhañ. Evidoc’h da c’houzout: pa vo kaset hoc’h urzhiad, an termen degas a c’hell cheñch diouzh ar c’haser dibabet ha diouzh al lec’h kas. Er banerad e c’heller jediñ ar mizoù kas.
Amañ dindan: termenoù boaz e devezhioù oberet (~) evit un degasadenn.

• 3-5 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 7-8 devezh evit kas da COM/DOM/TOM

• 2-3 devezh evit kas da Vro-Velgia, da Gorsika pe da Vonako
• 2-3 devezh evit kas da COM/DOM/TOM