Stal

Levr « Désobéir pour la langue bretonne »

18,00

Ar vrezhonegerien gouest da lenn al linennoù­-mañ o deus bet klevet komz diwar­-benn Ai’ta! kredapl-bras. Ouzhpenn istor ar strollad kontet e galleg e kavfet el levr­-mañ kalz a destenioù skrivet gant meur a stourmer e brezhoneg. Un dra vat eo, a gav deomp, e chomfe ur roud eus al labour hon eus kaset da benn. Nag a amzer hag a nerzh hon eus kollet ni holl, Bretoned kar hor yezh, abalamour ma ne oa ket bet legadet deomp ar binvioù savet gant ar rummadoù emsaverien en hor raok, nag an anaoudegezh eus o istor zoken ! Ra vezo talvoudus al levr­-mañ eta d’an holl re a fell, eveldomp, ma chomo bev ar brezhoneg !

Skrivet eo bet al levr Désobéir pour la langue bretonne gant stourmerien strollad Ai’ta!, a-benn kontañ istor ha buhez ar strollad. Displeget e vez an dibab d’ober gant an disentidigezh keodedel ha difeulz evit bezañ klevet. Ne vir ket outo da vezañ kaset dirak al lezioù-barn avat ! Un toullad testenioù a zo da zizoleiñ, ha maget e vez ar preder war ar mod da adperc’hennañ ur yezh hag ur sevenadur gwallgaset. Gant al levr-mañ e tegaser da soñj ivez ez eo hon unan e c’hounezimp ar gwir d’ober gant hor yezh !

Oberourien: Stourmerien Ai’ta !
Rakskrid: Hervé Bihan
Goudeskrid: Ronan Ar C’hoadig
Embanner: Yoran Embanner
Skigner: Coop Breizh

128 pajenn e liv penn-da-benn
Ment: 19×24 cm
Yezho(où): Brezhoneg, Galleg
Danvez: Buhezskrid, Istor, Keleier, Politikerezh

Deiziad embann: 03/2016
EAN 13: 9782916579726
ISBN: 978-2-916579-72-6

Pouez 420 g
Ment·où 19 x 1 x 24 cm

Er stok

Politikerezh produ

Pal stal Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.