Stal

T-shirt bugale « Komz a ran Brezhoneg » Dousig

14,50

T-shirt bugale « Komz a ran Brezhoneg » Dousig

An T-shirt evit ar vugale zo bet savet eus ar c’henlabour etre Mignoned ar Brezhoneg ha Dousig.

Un T-shirt evit ar vugale a ginnigomp deoc’h. Goude bezañ gwisket babigoù gant hor justennoù, kinnig a reomp d’ho pugale, an T-shirt « Komz a ran Brezhoneg ».

Savet e dañvez bio, treset gant Dousig ha moulet e Breizh.

An t-shirt « Komz a ran brezhoneg » gant Dousig a c’hello bezañ profet d’an holl vugale vrezhonegerien er bed a-bezh.

Pouez 100 g
Ment

4, 6, 8

×

Politikerezh produ

Pal stal Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.