Stal

Pak ganedigezh, prof evit ar babigoù nevez ganet

33,00

Pak Ganedigezh

Er pak ganedigezh e kavot ur justenn, ur pladenn « Loened Fur ha Foll » gant Morwenn Le Normand ha Roland Conq hag ur Pegsun « babig e-barzh ».

Pak Ganedigezh

Er pak ganedigezh e kavot ur justenn, ur pladenn « Loened Fur ha Foll » gant Morwenn Le Normand ha Roland Conq hag ur Pegsun « babig e-barzh ».

Ur pak ganedigezh a ginnigomp deoc’h  evit ar babigoù nevez ganet, e-barzh e c’hellot kavout

– ur justenn e danvez bio Dousig  » Brezhoneger / ez a-vihanik » treset ha moullet e breizh

– ur pladenn Morwenn Le Normand ha Roland Conq, « Loened fur ha foll », sinet gant Morwenn Le Normand, 15 ganaouenn a kont deomp istor loened fur ha foll, plijout a raio d’an holl er familh, un nebeut re a c’hell bezañ dañset, produet e Breizh, gant Coop Breizh

– ur pegsun « babig e-barzh » a c’hello bezañ lakaet war oto ar familh.

 

En ur prenañ ar pak, un distaol 10% vez graet deoc’h war ar produioù a zo e-barzh.

 

Listenn kanaouennoù ar pladenn: Roc’h dous al loened, Job an Tog, Pemp Loen bihan, ar c’hi du, Goulou Gili, Son ar pemoc’h, Peudi Peude, Imor ar c’hazh, Skotich al loened, Son al lapin, Deomp da zañsal ! , An distro, Ken vil ha lous! , Porzh-yer, Roc’h dous al loened

Pouez 500 g
Liv

ekru, gwenn

Ment

3-6 miz, 6-12 miz, 12-18 miz

Stumm

paotrig, Plac'hig

×

Politikerezh produ

Pal stal Mignoned ar brezhoneg zo kinnig deoc’h produioù e brezhoneg. Klask a reomp kinnig produioù bio pe a genwerzh reizh ar muiañ posubl, en ur genlabourat gant stalioù ar vro a zouj ouzh an dud hag an endro (ESK: ekonomiezh sokial ha kengret).
Ijinañ, empennañ ha produiñ e Breizh a zo hor pal kentañ met n’eo ket posubl atav avat. Lakaat a reomp da broduiñ dre gementadoù bihan hag a-wechoù e teu a-belloc’h a-wechoù an danvez. Dibab a reomp neuze produioù a zouj ouzh gwirioù labour an dud hag a chom gant ur priz dereat.
Bepred e vez kaset labour diabarzh ar gevredigezh e brezhoneg. Gant hor pourvezerien e vez klasket mont e brezhoneg ar muiañ posubl, pa vez tu. Gallout a reot kavout orin ar produ war pep fichenn.